Brezhoneg Bev

 




  • Alies eo diaes evit an re a zesk brezhoneg kaout danvez mat evit gwellaat o fouez-mouez hag gouzout penaos e vez komzet gant an dud e-barzh ar vuhez pemdeziek

  • Levrioù evel "Trésor du breton parlé" gant J. Gros pe nevez zo "Initiation au breton parlé familier et argotique" gant J.Y Plourin a c'hell skoazellañ ar re-se met siwazh, n'eo ket aes evit tud ha int ket e un en-dro brezhoneg gouzout an distagadur deus ar c'homzoù zo e-barzh.

  • Palioù al lec'hienn-mañ zo e ur doare ingal, sikour ar re a zesk brezhoneg en ur lakaat anezhe da selaou brezhonegerien a-vihanik o komz ha lakaat ar brezhoneg poblek da vevañ e-barzh ar bed a zo o tont, dre an teknikoù nevez.

  • An holl gomzoù a vez kavet amañ zo bet kinniget hag enrollet gant brezhonegerien a-vihanik nemetken. Int rank bezañ diles 'ta.

  • C'hwi c'hello klask e-barzh hon enrolladurioù dre gerioù a vez kavet e-barzh an diskrivadenn pe dre ar seurt.

  • Ma 'peus enrolladurioù ha ma 'peus c'hoant da lakaat anezhe war ar rouedad, kasit deomp ur postel.